information par et pour les luttes, Rennes et sa région

Glamp ar Feunteun Wenn, eil vloavezh

Autonomie & auto-gestion Cultures - Contre-cultures Féminismes - Genres - Sexualités Luttes paysannes - ruralité

Ur c’hamp evit dastum aval-douar, klask cheñch ar bed, c’hwennat, plantañ pikiji, rouzañ war an aod, sevel privezioù sec’h ha kontañ kaoz e brezhoneg.
Tout se o chom glam’ ha diroll, anat deoc’h...
Fliked, faskourien : chomit er gêr.

Petra ‘vo graet ?
Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen.
Devezhioù ‘zo ‘vo klasket aozañ kentelioù brezhoneg evit ar re a fello dezho mont. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget ar c’hentelioù, an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Penaos ‘vo graet ?
Etre ar Yaou 12 hag ar Meurzh 17 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe daou zervezh d’an nebeutañ.

Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 5 pe 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp. Ne servijo ket an arc’hant nemet da baeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?
War un tiegezh [ur menaj, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz.
Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ’zo da c’houzout a-raok dont ?
Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen... Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?
N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 5 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.

Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp.

Piv omp ?
Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez.
Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».

G.S.

C’est un article qui annonce un camp en breton à Plougastel en juillet 2018.
Le texte n’est qu’en breton parce que la semaine ne sera qu’en breton elle aussi, un espace de non-mixité entre bretonnant-e-s, qu’elles parlent la langue super bien ou presque pas, depuis toujours ou depuis le mois dernier.

Proposer un complément d'info

gwiriañ a-raok embann

Habaskaet eo ar forom-mañ a-raok embann ar pennadoù : ne vo ket gwelet ho kemennadenn a-raok na vefe lennet hag asantet gant unan eus merourien al lec’hienn.

Piv oc’h-hu ? (Diret)
Ho kemenadenn
  • (Evit krouiñ rannbennadoù, lezit goullo linennoù zo traken)

Derniers articles de la thématique « Luttes paysannes - ruralité » :

Giga-Bassines, ni ici ni ailleurs

Depuis plusieurs années, une poignée d’agro-industriels tente de s’accaparer l’eau un peu partout dans le pays. C’est maintenant au coeur de l’Auvergne, à l’est de Clermont-Ferrand (63), qu’avance le plus grand projet de giga-bassines jamais conçu en France : 2,3 millions de m3 d’eau sur 330 000...

Ciné-débat à l’Arvor : "La part des autres"

Solidaires 35, ATTAC, CIVAM, Confédération Paysanne et VRAC co-organisent la projection du film “La part des autres” sur l’accès de toutes et tous à une alimentation de qualité et durable. Témoignages d’expériences locales au profit de la sécurité sociale de l’alimentation. Mardi 28 mai 2024 à...

> Tous les articles "Luttes paysannes - ruralité"

Derniers articles de la thématique « Cultures - Contre-cultures » :

Festival de soutien !

Festival de soutien à la paysannerie et au collectif Bretagne contre les fermes usines samedi 11 mai à la ferme de Bellevue (Sarzeau).

> Tous les articles "Cultures - Contre-cultures"

Vous souhaitez publier un article ?

Vous organisez un évènement ? Vous avez un texte à diffuser ?
Ces colonnes vous sont ouvertes. Pour publier, suivez le guide !
Vous avez une question ? Un problème ? N’hésitez pas à nous contacter