information par et pour les luttes, Rennes et sa région

Liseidi a dremen ar vachelouriezh matematik e brezhoneg daoust ma eo difennet

Cultures - Contre-cultures Educations - Système scolaire

Beure-mañ o deus dibabet liseidi tremen arnodenn vatematik ar vachelouriezh e brezhoneg. Ar rektordi n’en deus ket c’hoant lakaat reizherien vrezhonegerien. Al liseidi zo prest da stourm hag un emvod a vo aozet fenoz d’ar gwener 22 a viz even. Setu o c’hemennadenn.

EMVOD KELAOUIN AR GWENER 22 A VIZ MEZHEVEN 2018

[voir ici pour la traduction en français]

O c’houzout mat ar pezh a reomp ha goude bezañ bet klasket gant kement amoug a zo da lakaat hor gwirioù hag hor goulenn da dalvezout,
En anv ar remziadoù da zont,
Ne c’hallomp ket chom hep ober un dra bennak.
Ni : Luca Rault, Tangi Ar Rouzo, Ismael Morvan hag izili all ar c’henstroll « Bak e brezhoneg », a zibab tremen arnodenn matematikoù ar vachelouriezh en brezhoneg ar bloaz-mañ.
Digarezioù pleustrek ha poellek a zo evit displegañ dibab an danvez : an niver a reizherien brezhoneger barrek war ar matematikoù a zo bras a-walc’h evit kaout ur reizhadenn just.
Emskiant deus pouez an dibab-se, hon eus dibabet, e fin hor c’hursus dre soubidigezh, ober ar pezh a sonjemp ha lakaat hor ober da vont gant hor mennozhioù. Abalamour da se hon eus dibabet tremen an arnodenn matematikoù gant ar yezh a implijomp en danvez-se abaoe 15 vloaz. Ar c’helenn-se a zo disoc’h strivoù kelennerien ha liseidi. An traoù evel m’emaint hiziv an deiz, da lâret eo, tremen an arnodenn en galleg, daoust deomp bezañ bet desket en brezhoneg, a zo, evidomp, diboell da vat.
Reishoc’h c’hoazh eo hor stourm pa c’houvezer o deus al liseidi euskarat heuliet ur c’hursus dre soubidigezh gante, ar gwir, abaoe 2012, da dremen an arnodenn matematikoù en o yezh, ouzhpenn d’an arnodenn istor-geografiezh. An diforc’h splann-se a zo direizh kenañ. Keodedourien deus ar memes bro omp, goulenn a reomp kaout ar memes gwirioù, pe vefer euskarad pe breizhad.
Hor yezh, hag a zo bet anavezet e 2011 gant an UNESCO evel en « dañjer bras », a zo gwarezet gant ur garta european peurwiriekaet gant 25 stad. Anavezet ha gwarezet eo hor yezh er vonreizh c’hall evel ul lodenn eus glad Bro-C’hall. Estreget bezañ kelennet pe komzet e rank ur yezh bezañ evit chom bev. Ret eo dezhi kaout he flas er gevredigezh, dre dremen arnodennoù ofisiel en brezhoneg da skouer.
Ar bloaz-mañ a zo evidomp an tremen d’an oad gour. Ar gevredigezh a c’hortoz diouzhimp e vevfemp evel keodedourien kiriek hag a-du gant o zalvoudoù. Se eo ar pezh a reomp.
Setu perak, dre dever keodedad e skrivfomp hor arnodenn matematikoù en brezhoneg. Gant ar gouarnamant an hini eo omp bet rediet d’ober an dra enep lezenn-se, met reizh penn da benn. Spi hon eus e vo broudet evel-se ar stad c’hall da vont e-touesk ar stadoù european all hag e lakao e
pleustr an diarbennoù a zo ret evit difenn an talvoudoù a ra deus Bro-C’hall, hervez ar pezh a vez lavaret, bro an Ingalded, ar Vreudeuriezh ha dreist-holl, bro ar Frankiz.
Setu ma pedomp pep hini ac’hanoc’h da souten ac’hanomp !

Proposer un complément d'info

gwiriañ a-raok embann

Habaskaet eo ar forom-mañ a-raok embann ar pennadoù : ne vo ket gwelet ho kemennadenn a-raok na vefe lennet hag asantet gant unan eus merourien al lec’hienn.

Piv oc’h-hu ? (Diret)
Ho kemenadenn
  • (Evit krouiñ rannbennadoù, lezit goullo linennoù zo traken)

Derniers articles de la thématique « Cultures - Contre-cultures » :

Festival de soutien !

Festival de soutien à la paysannerie et au collectif Bretagne contre les fermes usines samedi 11 mai à la ferme de Bellevue (Sarzeau).

> Tous les articles "Cultures - Contre-cultures"

Derniers articles de la thématique « Educations - Système scolaire » :

> Tous les articles "Educations - Système scolaire"

Vous souhaitez publier un article ?

Vous organisez un évènement ? Vous avez un texte à diffuser ?
Ces colonnes vous sont ouvertes. Pour publier, suivez le guide !
Vous avez une question ? Un problème ? N’hésitez pas à nous contacter