information par et pour les luttes, Rennes et sa région

Ur c’hamp emren e brezhoneg

Autonomie & auto-gestion Cultures - Contre-cultures Féminismes - Genres - Sexualités Luttes paysannes - ruralité

Ur c’hamp evit bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Bemdez, e-pad un eurvezh pe ziv e vo aozet kentelioù brezhoneg evit ar re a fello dezho mont. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Fliked, faskourien : chomit er gêr.

Petra ‘vo graet ?
Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Bemdez, e-pad un eurvezh pe ziv e vo aozet kentelioù brezhoneg evit ar re a fello dezho mont. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget ar c’hentelioù, an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit demp, enta, ma fell deoc’h aozañ un dra bennak pe labourat war ur poent yezh bennak.

Penaos ‘vo graet ?
Div lodenn a vo er staj-mañ :

  • d’ar Meurzh 11 ha d’ar Merc’her 12 a viz Suilhet e vo staliet an traoù, renket al lec’h, aozet ar program. Digor e vo d’an holl dija.
  • d’ar Merc’her 12, war-dro 5 eur goude merenn e krogo ar staj da vat, betek ar Sul 16.
    N’eo ket dav deoc’h chom a-hed ar c’hamp, met mat eo ma lavarit demp peur e teufec’h, demp da brenañ boued d’an holl.

Ne fell ket demp e vije kêr ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 5 pe 7 euro bennak evit kement dervezh ‘vo bet chomet er c’hamp. Ne servijo ket an arc’hant nemet da baeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?
War un tiegezh [ur menaj, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit demp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ’zo da c’houzout a-raok dont ?
Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen... Ni fell demp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?
N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]). Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp.

Piv omp ?
Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».

P.-S.

Il s’agit de l’annonce d’un camp autogéré en breton...

Proposer un complément d'info

modération a priori

Ce forum est modéré a priori : votre contribution n’apparaîtra qu’après avoir été validée par une administratrice du site.

Qui êtes-vous ?
Votre message
  • Pour créer des paragraphes, laissez simplement des lignes vides.

Derniers articles de la thématique « Luttes paysannes - ruralité » :

Giga-Bassines, ni ici ni ailleurs

Depuis plusieurs années, une poignée d’agro-industriels tente de s’accaparer l’eau un peu partout dans le pays. C’est maintenant au coeur de l’Auvergne, à l’est de Clermont-Ferrand (63), qu’avance le plus grand projet de giga-bassines jamais conçu en France : 2,3 millions de m3 d’eau sur 330 000...

Ciné-débat à l’Arvor : "La part des autres"

Solidaires 35, ATTAC, CIVAM, Confédération Paysanne et VRAC co-organisent la projection du film “La part des autres” sur l’accès de toutes et tous à une alimentation de qualité et durable. Témoignages d’expériences locales au profit de la sécurité sociale de l’alimentation. Mardi 28 mai 2024 à...

Causerie
Désertion et Révolution

Causerie ORA - Mercredi 15/05 à 18h à la Maison Internationale de Rennes. On a tous.tes peur de la crise écologique, particulièrement parce qu’il devient évident pour de plus en plus de monde qu’on ne peut pas compter sur l’Etat, qui défend les riches dans l’exploitation des peuples étrangers,...

> Tous les articles "Luttes paysannes - ruralité"

Derniers articles de la thématique « Cultures - Contre-cultures » :

Festival de soutien !

Festival de soutien à la paysannerie et au collectif Bretagne contre les fermes usines samedi 11 mai à la ferme de Bellevue (Sarzeau).

> Tous les articles "Cultures - Contre-cultures"

Vous souhaitez publier un article ?

Vous organisez un évènement ? Vous avez un texte à diffuser ?
Ces colonnes vous sont ouvertes. Pour publier, suivez le guide !
Vous avez une question ? Un problème ? N’hésitez pas à nous contacter