" Kaset eo al lizher mañ gant kazetennerien da Rannvro Breizh,
Loïg Chesnais-Girard, prezidant
Jean-Michel Le Boulanger, bez prezidant e-karg eus ar sevenadur ha eus an demokratelezh rannvroel
Olivier Allain, bez-prezidant e-karg eus al labour-douar ha eus ar boued ha bevañs
Lena Louarn, bez-prezidantez e-karg eus yezhoù Breizh
E Breizh eo ez eus produet ar muiañ a laezh… ha tost un hanter eus ar c’hig e Bro-C’hall. Breizh a zo e kreiz ar sistem labour-douar gall ha dre se emañ stag ouzh an holl zalc’hoù a ya da heul: yec’hed, en-dro, sokial… Koulskoude eo diaes tre kelaouiñ an dud war mod e labour ar stalioù gounezvouedel, stalioù hag a zo hollbouezhus en hor rannvro.
Abalamour d’o enklaskoù ez eus kaset kelaouennerien dirak ar justis en abeg da wallvrudañ. Ul lodenn anezho a zo lakaet en o glud. Gwasoc’h a zo evit an dra se c’hoazh rak hiniennoù ne gavont ket labour ken. Sañsuret ez eus pennadoù-skrid. Nullet ez eus reiñ yalc’hadoù gant ur c’huzul kêr d’ur radio peogwir ez eus bet kinniget gantañ abadennoù diwar benn an agrokimiezh. N’hall ket an nen lakaat ar gaoz war sujedoù zo kuit da lakaat drouk er stalioù a bae tammoù bruderezh skignet er mediaoù…
Istor Ines Leraud a zo un arrouez eus ar pezh emaomp o paouez taolenniñ. Re zo re. Kazetennerez a zo anezhi ha kenaozerez ar vandenn-dreset "Bezhin glas, an istor mouget". Gwask a zo bet lakaet warni meur a wech. Kement mañ a zo bet disklaeriet gant ur c’huzul skoazell savet a-ratozh evit souten anezhi. Pedet eo bet da vont da gemer perzh e saloñs al levrioù e Kintin? Nullet eo bet ar bedadenn un nebeut devezhioù araok diwar goulenn unan eus eil-maered ar gumun… a zo goprad Kambr al labour-douar en Aodoù-an-Arvor. Kement mañ a zo bet disklaeriet splann gant ar gazetenn Le Canard enchaîné e miz Meurzh 2020. Gant ar soñj emañ Skol Vreizh e brezhoneg da embann ar vandenn-dreset? Divizout a ra ar renerien dilezel ar raktres, a-benn fin ar gont, gant aon ma vefe nullet yalc’hadoù roet gant ar Rannvro d’o stal. Kadarnaet eo bet ar c’heloù mañ gant France 3 d’an 20 a viz Mae.
N’haller ket asantiñ e yafe un ti-embann betek en em sañsuriñ gant aon rak bout kastizet gant un ensavadur lec’hel. Petra a dalv an dra se? Hiniennoù hag a zo e liamm gant sistem ar stalioù gounezvoudel a c’hallfe levezoniñ dilennidi ar Rannvro en o dibab politikel hag arc’hantiñ? A-drugarez d’un destenn frank embannet gant Libération d’an 8 a viz Mae diwar benn an afer se en deus savet an emsav sevenadurel e vouezh. Ha c’hwi, ao. Chesnais-Girard asambles gant ao. Le Boulanger az peus divizet harpañ Ines Leraud, ez-ofisiel. Koulskoude n’eo ket sklaer pep tra…
Evit mad an demokratelezh en deus afer an nen eus enklaskoù kaset gant kazetennerien hag a zo gouest da ziskoachañ tu du hor sevenadurezh hag hon ekonomiezh. Da Rannvro Breizh, bremañ, da ziskouezh emañ stag ouzh ar frankiz da gelaouiñ ha da vezañ kelaouet mat. Gant ar berzh a ra ar vandenn-dreset "Bezhin glas, an istor mouget" e weler awalc’h e fell d’ar geodedourien gouzout hiroc’h war mont en dro ha techoù fall ar stalioù gounezvouedel.
Ni, kazetennerien, a c’houlenn ganeoc’h:
- Gwarantiñ e c’hallo an nen kelaouiñ, o vezañ dieub, war gement sujed hag a denn d’ar stalioù gounezvouedel e Breizh. Chom hep nullañ ar yalc’hadoù roet d’ar mediaoù kevredigezhel war zigarez e vefe sinet al lizher mañ gant kelaouennerien hag a zo o labourat ganto. War evezh e vimp.
-Testeniañ e c’hallimp ni, kazetennerien, goulennata kement dilennad ha kement den a zo o labourat gant servijoù ar Rannvro war ar sujedoù se… bep tro ma vo ezhomm.
-Touiñ ne vo kollet , gwech ebet, e yalc’hadoù gant un ti-embann hag a lako e brezhoneg pe e gallaoueg ar vandenn-dreset gant Ines Leraud ha Pierre Van Hove, "Bezhin glas, un istor mouget".
- Kemer muioc’h a berzh evit souten hag adsevel ar stummadurioù war ar c’helaouiñ er skolioù meur e Breizh.
Dre ma ’zeus bet roet lañs da grouiñ arsellvaoù evit studiañ an "agribashing" gant minister an diabarzh ha minister al labour-douar e departamantoù zo e c’houlennomp ganeoc’h krouiñ, eus ho tu, un arsellva rannvroel da warantiñ ar frankiz da gelaouiñ. Pal ar benveg dizalc’h mañ a vo reiñ an tu da gelaouiñ ar Bretonezed hag ar Vretoned gant keloù sklaer ha fraezh. Gant an arsellva mañ e ranko bezañ gwarezet ar gazetennerien a c’hallfe bezañ gourdrouzet abalamour d’al labour bet kaset ganto ha souten an enklaskoù a vo renet ganto, en dazont, war ar greanterezh gounezvouedel.
Mennet eo ar gazetennerien a gas al lizher mañ deoc’h da labourat evit lakaat war wel tuioù fall ar stalioù gounezvouedel a zo e Breizh. Mont a rint hebiou an diaezamantoù a vefe savet evit mirout outo kelaouiñ ar geodedourien. Un tamm mat a genlabourerien-ezed eus Breizh ha eus lec’h all a zo savet a-du ganto ha diwar se o deus sinet al lizher mañ, evit lod o c’houzout ez eus riskloù d’en ober. Kazetennerien a zo n’o deus ket gellet sinañ al lizher en aon da vezañ lakaet diaes deiz pe zeiz. N’hallomp ket asantiñ e c’hallfe bezañ dañjerus, e Breizh, difenn ar frankiz da gelaouiñ.
O c’hortoz ur respont eus ho perzh emaomp. Trugarez deoc’h.
Kazetennerien eus Breizh ha eus Bro-C’hall
"
E-touez ar re gentañ o sinañ : Reporters en Colère, Mediapart, SNJ, SNJG-CGT, Disclose, Clube de la Presse de Bretagne, collectif WeReport... Ha bern kazetennerienn, en o zouez kalzig eus an Telegramme, Ouest-France, FR3, ar radio e brezhoneg...
Adkavit al lizher aze, er sinadeg foran ’zo bet lañset ’vit soutenn ar gazetennerien.
Compléments d'info à l'article
Proposer un complément d'info